Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel

Article on other languages:

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Сою́з Сове́тских Социалисти́ческих Респу́блик), pe an Unaniezh Soviedel, pe an URSS (СССР e rusianeg), krouet e 1922, a zo ur riez a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae an URSS eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Rusia impalaerel, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed.

En amzer ma oa staliet an URSS, un nebeud riezoù ha tiriadoù a oa bet enteuziet enni pe dispartiet diouti. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs, a oa Republik sokialour kevreadour soviedel Rusia. E keñver an darempredoù diplomatek eo-hi warlerc'hiadez an URSS.

Krouidigezh an URSS a oa disoc'h pennañ an Dispac'h rusian c'hoarvezet e 1917 pa oa skarzhet ar Tsar Nikolaz II eus e dron.

Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vo renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh hag e chomas bev ar bennaenn-se betek an diwezh.

Ne oa nemet un aozadur politikel hag a oa aotreet Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS hag hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-ge ar Strollad.

Abegoù freuzadur an URSS a c'hell bezañ kavet war div dachenn :

  • tachenn ar armerzh a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh ar Stadoù-Unanet
  • tachenn ar politikerezh pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù periferek muioc'h-muiañ a emrenerezh.

O vezañ kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.

Ar Republikoù soviedel

1. RSS Armenia, krouet e 1936
2. RSS Azerbaidjan, krouet e 1936
3. RSS Bielorusia (bremañ Belarus), krouet e 1919
4. RSS Estonia, ebarzhet e 1940
5. RSS Jorjia, krouet e 1921
6. RSS Kazac'hia (bremañ Kazakstan), krouet e 1920, ebarzhet e 1936
7. RSS Kirgizia (bremañ Kirgizstan), ebarzhet e 1936
8. RSS Latvia, ebarzhet e 1940
9. RSS Lituania, ebarzhet e 1940
10. RSS Moldavia (bremañ Moldova), krouet e 1944
11. RSKS Rusia, krouet e 1917
12. RSS Tadjikistan, ebarzhet e 1929
13. RSS Turkmenia (bremañ Turkmenistan), ebarzhet e 1924
14. RSS Ukrania (bremañ Ukraina), ebarzhet e 1922
15. RSS Ouzbekistan, krouet e 1924.


Republikoù aet da get


Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS Armenia | RSS Azerbaidjan | RSS Bielorusia | RSS Estonia | RSS Jorjia | RSS Kazac'hia | RSS Kirgizia |
RSS Latvia | RSS Lituania | RSS Moldavia | RSKS Rusia | RSS Tadjikistan | RSS Turkmenistan | RSS Ukrania | RSS Ouzbekistan

Republikoù berrbad: RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)


This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.