|
Article on other languages:
|
Ar pennad-mañ a denn d'ar stad anvet Republik Suafrika. Evit rann su kevandir Afrika, gwelet Su Afrika. Anvioù ofisiel Republik Suafrika: Republiek van Suid-Afrika (afrikaneg), Republic of South Africa (saozneg), Riphabliki yeSewula Afrika (ndebeleg), Riphabliki yaseMzantsi Afrika (xhosaeg), Riphabliki yaseNingizimu Afrika (zouloueg), Rephaboliki ya Afrika-Borwa (sothoeg an norzh), Rephaboliki ya Afrika Borwa (sothoeg), Rephaboliki ya Aforika Borwa (tswaneg), IRiphabhulikhi yeNingizimu Afrika (swatieg), Riphabuliki ya Afurika Tshipembe (vendeg), Riphabliki ra Afrika Dzonga (tsongeg) Goude bezañ bet bro an apartheid e-pad degadoù a vloavezhioù ez eo lesanvet ar vro bremañ ar vroad kanevedenn. Suafrika (a veze anvet Unaniezh Suafrika gwechall) zo anezhi ur republik lec’hiet e su pellañ Afrika. Meur a vro zo tro-dro dezhi. En norzh emañ Namibia, Botswana ha Zimbabwe, er gevred emañ Mozambik ha Swaziland. Un enklozadur eo Lesotho. N'eo ket bet heñvel emdroadur Suafrika ouzh hini ar broioù all eus Afrika. Daou abeg zo da se : deuet eo muioc’h a Europiz d’ober o annez er vro eget er broioù all ha mengleuzioù kailh a-leizh zo en he c’hondon, ar pezh a zedenne kalz Kornôgiz, dreist-holl e-pad ar brezel yen. Dre ma oa deuet kalz a Europiz d'ar vro e weler a bep seurt tud neuzioù disheñvel dezho hiziv an deiz. E Suafrika, e-touez broioù Afrika, emañ ar poblañsoù hiron, gwenn hag indian an niverusañ. Suafrika, zo 43 milion a dud o chom enni, zo er plas kentañ evit an armerzh en Afrika. 75,2 % a Vorianed, 13,6 % a dud wenn, 8,6 % a dud hiron ha 2,6 % a Aziiz, a ya d'ober poblañs Suafrika.
IstorPolitikerezh
Dilennet eo ar prezidant e-pad breudoù ar parlamant divgambr, da lavaret eo gant ar Vodadenn vroadel ha gant Kuzul broadel ar Proviñsoù (NcoP). Ar 400 ezel eus ar Vodadenn Vroadel a vez dilennet gant ar mouezhiañ kenfeurel. An NCoP, bet krouet e plas ar Sened e 1997, zo enni 90 ezel dileuriet ganto an nav froviñs hag ar meurgêrioù. Pep proviñs a vez renet gant ul lezennadur proviñs ungambr ha gant ur C’huzul Erounit zo ur ministr kentañ en e benn (premier e saozeg hag en afrikaans). N’eo ket ken emren proviñsoù Suafrika ha, da skouer, ha proviñsoù Kanada pe re ar Stadoù-Unanet. Anv eus eus ur reizhiad kevreadel kerreizh. 11 yezh ofisiel zo er Stad-se. Abaoe fin an [[apartheid] ez astenn muioc’h-mui KBA e veli war ar vro. Chom a ra bev-birvidik an tu-enep koulskoude, daoust ma n'en deus ket mui kement a bouez ha m’en doa a-raok. Lavaret e vez dre gustum ez eo Suafrika ar vro demokratelañ eus Afrika. Brokus a-walc’h eo he Bonreizh, da skouer, evit a sell Gwirioù mab-den. Ret eo d’ar gouarnamant diskoulmañ an traoù a denn d'ar feulster er maezioù : adreizhet e vez an douaroù hag e-se e ranker adreiñ douaroù d’ar vorianed. Peurliesañ e rank ar gouerien afrikanerien gwerzhañ o stalioù labour-douar d’ar gouarnamant hag abalamour da se e vez sav jeu a-wechoù etrezo. War-dro 35 000 kouer zo er vro hag ur wech amzer e vezont taget gant bandennoù aozet. Lod anezho a ya da gemer perzh er stajoù komando aozet evit talañ outo dre ma ne vez roet harp dezho gant ar gouarnamant. Klask a ra meur a strollad eus an Tu dezhoù-pellañ lakaat tud en o zouez da emezellañ outo dre ma santont e vezont lezet a-gostez a-wechoù. Gwalenn an torfeterezhHervez ar gazetenn Le Monde, bet embannet d’an 28 a viz Kerzu 2004, ez eo e Suafrika e vez graet an niver brasañ a dorfedoù e-touez broioù ar bed a-bezh : 20 000 den muntret ar bloaz, 30 000 gwech e voe klasket muntrañ tud, ouzhpenn 50 000 maouez a oa bet gwallet ha war-dro 300 000 gwech e oa bet laeret tiez. Diskouez a rae mat ar stadegoù bet embannet e 2004 hag e 2005 e oa niver an torfedoù o tigreskiñ, dreist-holl evit a sell ar muntroù hag ar skrapadennoù tiez. E 2006 e oa digresket niver an torfefoù c'hoazh, ar pezh zo kalonekaus met ne oa ket ken bras an diforc'h etre 2006 ha 2005 ha ma oa bet etre 2005 ha 2004. E 2005 e voe muntret 19 000 den, 55 000 den all a voe gwallet ha 120 000 hold-up a voe e Suafrika, hervez ar stadegoù bet embannet er gazetenn Suday Times. André Brink, romantour suafrikan, en doa displeget e soñj diwar-benn an dorferdourezh, koulz ha diwar-benn digasted ar gouarnamant, er gazetenn « Le Monde » e miz Gwengolo 2006. Rak-se e c'hallfe politikerezh ar vro bezañ distabilaet, hervezañ. Disklêriet en doa e soñj ivez diwar-benn ar vreinadurezh, lorc’hentez ministred zo hag ar SIDA ha goulennet en doa ivez digant ministred ar yec’hed hag ar surentez reiñ o dilez dre ma oant divarrek. ProviñsoùPennad dre ar munud : Provinsoù Suafrika E fin an apartheid, e 1994, e oa graet 9 froviñs nevez diwar ar 4 froviñs eus Suafrika hag an 10 bantoustan emren pe dizalc’h a oa enni:
Menezioù
Menezioù Drakensberg e Natal
E Su ar vro emañ Menezioù Drakensberg. En em astenn a reont war 1000 km, eus Kwazulu-Natal betek proviñs ar C’hap. 3000 m a uhelder keitat int. Thabana Ntlenyana (3482 m) eo ar menez uhelañ eus ar vro. Kozh a-walc’h eo torosad Drakensberg, uhelennoù ront o stumm ennañ. En takad glasvezek-se eo emañ ar boblad San o chom. En torosad-se emañ penn orin ar stêr Orange ivez. E norzh ar vro emañ Pilanesberg, un takad volkanek kozh. Un takad serzh a-walc’h eo, gant toulloù-diskarg niverus. Loened a bep seurt zo o vevañ eno. Plant dibar zo ivez en takad-se : Adansonia, Tek, ‘ebena, Hibiscus... Plaenennoù ha dezherzhioùAn darn vrasañ eus ar plaenennoù zo lec’hiet e gwalarn Stad dieub Orange. Du-hont e vez gounezet ar c’hementadoù brasañ a ed, maiz, kotoñs eus Suafrika ha devaset e vez deñved a-vil-vern. Fonnus-tre eo an aour, an diamant, an uraniom hag ar glaou e kondonioù Suafrika, evel e kêrioù Kimberley ha Bloemfontein. Dezerzh Kalahari zo e gwalarn ar vro, un deserzh tost da 1 milion km2 en em astenn ivez e Bostawa hag e Namibia. Tevennoù traezh ruz ha kornioù savanennoù zo en dezerzh hanter grin-se. Un nebeud gwez, en o mesk kasia draenek ha baobabez, zo ivez. Gallout a reer gwelet kalz a loened tremenidi ennañ ivez. Aod
Namaqualand e Western Cape
Skeudenn:Chapman's peak.jpg
Ledenez ar C’hap
Ingal a-walc’h eo an aod a-hed ar Meurvor Atlantel. E Namaqualand ez eus war-dro 4000 spesad plant ( lili, aloes...) o vleuniañ ur miz ar bloaz , etre miz Eost ha miz Gwengolo. Ur c’hornad-bro touristel-tre eo. Trowardroioù Kab ar Spi Mat zo roc’hellek-tre ha trevadennoù manked zo o vevañ eno. En inizi ar Reuniged (Seal Island) ez eus reuniged eus Antarktika dreist-holl. War an aod, e korn-bro Stellenbosch, ez eo dispar an hin evit gounit gwiniegi. Er reter, war an aod, ez eus aodoù roc’hellek ha graeoù traezh munut a bep eil. E lec’hioù zo war an aod e vez bevennet ar c’hornioù neuial gant rouedoù evit mirout ouzh ar rinkined, bras-tre an niver anezho a-wechoù, a dagañ an dud. E Reter ar vro emañ kêrioù kouronkañ pennañ Suafrika, evel East London, Jeffrey’s Bay, Port Elisabeth pe Durban. Takadoù mor zo deuet da vezañ Parkoù broadel evel gwarezva Finda. Gallout a reer pleustriñ ar splujerezh danvor eno. ArmerzhHervez an titourennoù, a denn d’an diorren denel, bet dastumet da-geñver Programm ar Broadoù-Unanet evit an diorren e weler eo kilet Suafrika a 35 plas er renkadur etre 1990 ha 1995. Paouroc'h eo poblañs Suafrika eget ne oa bet a-raok. Muioc'h a fiziañs a c'haller kaout e disoc’hoù ar studiadennoù nevez-se a ro ur skeudenn eus an traoù evel m'emaint (da vare an apartheid gwechall ne veze ket embannet disoc’hoù ar studiadennoù a vez graet war aozioù bevañ Afrikiz evel ma oant). Setu perak eo heverk ar giladenn-se. Notennomp ivez eo aet Suafrika da gilañ abalamour d'ar SIDA. Ar poblañsoù tud wenn n’emaint ket mui en o bleud kennebeut abalamour ma n’eus ket mui eus an apartheid hag abalamour d’ar Sida, an dorfedourezh hag ar pezh a c’hoarvezh e Zimbabwe hag en Aod-an-Olifant. Gant-se ez a un niver bras a Suafrikiz a ya kuit eus o bro d’ober o annez en Aostralia pe e Zeland-Nevez. Afrikiz a-leizh, er c'hontrol, a guita o bro evit en em staliañ e Suafrika evit gounit muioc’h a arc’hant eget na reont en o bro orin. Kuitaat a reont Suafrika avat un nebeud bloavezhioù war-lerc’h abalamour d’ar SIDA ha d’an torfedoù. Setu amañ dindan korvoderioù bloaziek ar broioù afrikan, hervez renkadur ar Bank bed :
An diforc’hiñ pozitivel
Panell da vare an apartheid
E 1994 o doa pennadurezhioù Suafrika lakaet politikerezh an “diforc’hiñ pozitivel” war-sav evit reiñ muioc’h a blas d’ar vorianed e gennadoù ar vro (melestradurioù, servijoù publik ha lezpublik, kevredadoù broadelaet ha prevez). Rak-se e voe kinniget da dud wenn, a laboure e gennadoù armerzhel niverus ar vro, da vont war o leve pe da asantiñ bezañ difredet, a-bouez ma vije roet digolloù bras dezho. Un darn vihan eus an dud wenn zo aet war baouraat (10% eus an dud-se zo o vevañ gant 1000 euro ar bloaz hiziv an deiz). Kavet ez eus bet abeg en « diforc’hiñ pozitivel »-se peogwir o doa tennet tud tost d’ ANC dreist-holl o mad eus an diarbennoù-se. Gant-se e oa bet krouet ur renkad morianed keitat. Kerkent ha krouet ar renkad nevez-se o doa annezet ar vorianed-se ar c’harterioù ma ne oa nemet tud wenn eno e-lec’h diorren an « townships » kozh. Gant un danevell bublik bet embannet e 2006, ma’z eo studiet ar prantad 1995-2005, e weler eo aet tud wenn a-viliadoù kuit eus Suafrika: 16,1% eus ar Suafrikaned wenn o deus kuitaet o bro dindan 10 vloaz. Kavet o deus an tuioù enep abeg er politikerezh-se hag e-se en deus adwelet ar gouarnamant e bolitikerezh a-fet diforc’hiñ pozitivel. Klask a ra neuze lakaat an divroidi niverus ha barrek-kenañ diouzh o labour pe diouzh o c’harg da zistreiñ da Suafrika. Ar bezprizantez Phume Mlambo-Ngcuka eo zo karget da adreizhañ an traoù ha broudañ a ra anezho da zistreiñ en ur brometiñ goproù dereat-kenañ dezho. Fazi meneg Closing </ref> missing for <ref> tag; $2. 0-14 ans : 32,01%; 15-64 bloaz : 63,11%; + 65 bloaz : 4,88% Pennadoù allLiammoù diavaez
Canal Afrique : skingomz etrebroadel Suafrika Luc’hskeudennoù
Stadoù Afrika
Aljeria • Angola • Aod an Olifant • Benin • Botswana • Burkina Faso • Burundi • Djibouti • Egipt • Eritrea • Etiopia • Gabon • Gambia • Ghana • Ginea • Ginea-Bissau • Ginea ar C'heheder • Kab Glas • Kameroun • Kenya • Komorez • Republik Kongo • Republik Demokratel Kongo • Republik Kreizafrikan • Lesotho • Liberia • Libia • Madagaskar • Malawi • Mali • Maouritania • Maroko • Mozambik • Maoris • Namibia • Niger • Nigeria • Ouganda • Rwanda • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Sierra Leone • Somalia • Soudan • Suafrika • Swaziland • Tanzania • Tchad • Togo • Tunizia • Zambia • Zimbabwe Tiriadoù dalc'het: Inizi Kanariez • Ceuta • Melilla • Mayotte • Madeira • Reunion • Saint Helena • Tiriad breizhveuriat Meurvor Indez Broioù ha n'int ket anzavet: Sahara ar C'hornog • Somaliland
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.